4:50:4418
Révision datée du 26 janvier 2017 à 23:43 par Adesseigne (discussion | contributions)
158 - Na drouc na mad gant neb a gomzo Gant al lestr newe c'hui iello. Adieu ! ma c'halon em c'hreiz a rann Pa gollan ar wel diwar douar St Yann Pa gollan ar wel a Di'r Poulle Nag [ol lenvi a ran?] em goude.
Nag he vreur d'ezan neuz laret Dilez d'in ti anna ar Poulle Pe te a gollo da vuhe Ha pa [illisible] me bezan beuet Anna ar Poulle dilezin ket Ma retornan d'ar ger en buhe Me hi graï Itron ar Gernewe. En cals a blasso all istro wit se. Na n'e ket he gir peurachuet A oa en fons ar mor tregont goured Nag otro Sant Yann Vinniget Nag gret eur miracl em andret Me a reio d'ac'h eur groaz arc'hant Ha de ho pardon honnes vo coant. Me a reio d'ac'h eur gouriz coar hag a rei an dro d'hoc'h oll douar. Reit an dro d'ho perred ha d'ho ti