4:44:3138
82 Reflexion pa deveus gret Ken koulz hac hen ho deus clewet (bis)
Ho c'halon ho zri zo réjouisset. Ebars en Penn Wern p'int arriet
Ar Werc'hès d'hê neus digorret (bis) Dre an or dâl int antréet
Digemeret a zo d'ho groage D'an [dud?] an du fur zo ive.
— Et-hu d'ar ger, hon bugale, Ni chommo da bedi Doue, (bis)
D'ho trugarecad gwerc'hès Vari P'oc'h eus hon fréservet a Durki.
(Marie-Yvonne Monfort) ancienne commissionnaire, 86 ans d'âge (Ile Grande)
Gwerz ar Rouz Coz
Gwerches glorius Vari Rouanez an Ele
Obtenet me ho suppli ar c'hras da disclerian E touez ar gristenien
Eur malheur zo arriet e parrous Trebeurden. E broiez (breuriez) ar Runigon eman ar vuntrerien.
Bars er bloavez mil eiz cant tri a pevar ugent An eil dewez a viz mê wit rei d'ech da intent
E zo gret conclusion d'ober eur vagad gomon Da gass emès deus an ti da [veui?] d'ar mor dôn.