4:44:3206

De Transcrire
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

150 Eur wreg iaouanc o kerc'hed dour

Nevoa cad Jannedig er feunten Curunen ar Werc'hès war he fenn.

(femme Bricquer)

Er penn kenta deus ma buhe me neé pemp cuden bemde

En eil a an kemeneres En derved e oan rouanez

Ar bedered, oan martyres

Pa dremenen corn an alle Calon ar prins a ravisse

Na calon ar prins am eus ravisset [?] tri beure teu d'em gwélet.

Ma mamm [Roue], ma am c'heret Et da glask ar c'héménerezed

Da zont d'ar palès da wried

Ar Rouanès p'hé deus clewet He mates vihan hi deus casset

— Ha debonjour d'ac'h kemenerez Abenn ma mestres Rouanes

Da zont da wried d'ar palès.

[Gontan] ran iscus ar Rouanes N'in ket da wried d'ar palès

Me n' labouran ket war an trew fin Met war an trew stoup hac ar vougassin

Gonid ma femp guennec bemde


[texte en breton]