4:44:3148
Révision datée du 22 novembre 2018 à 22:22 par Yannlb (discussion | contributions)
92 En enor d'ar Werchès Vari Ar genta Ilis va gret d'heï,
Nombre bras a Eskibien zo bet En Lexobi, er goz Ieodet,
Daouzec escop ha tri ugent Herve rapport buhez ar sent
Zo bet er Ger a Lexobri Maro hac anterret ennhi.
Dec vla ha tri ugent oa bet Sant Tual eskop er Ieodet
Hac eno ec'h ê interret Gant peb enor ha peb respet
Goude ec'h eure miraclo Ma oe zavet he relego
Ar rese a oe sovetet Pa oe Lexobi distrujet.
[Asterin?] a oa deut gant listri A Dalemark da Lexobri
Hac hen eus hi assassinet Gant pewar mil a zoudardet.
[Asterin?] an tirant cruel Vel ma antrés bars en Kêr
A gommansas da [valsacri?] Ar gristenien dre m'ho c'hevi.
[?] an tirant-se teuas Ampereur Constantin ar Braz
Hac a [lezas?] ar gristenien Da derc'hel mad d'ho gwir lezen