Différences entre versions de « 4:45:3585 »
(Page créée avec « Kornédad ? butun Jozon Briand [texte en breton] ») |
|||
| Ligne 1 : | Ligne 1 : | ||
| + | 1 |
||
| − | Kornédad ? butun Jozon Briand |
||
| + | Kornédad butun Jozon Briand |
||
| + | Jozon Briand oa d'ar c'houls-sé o chom en Gwervarker. |
||
| − | [texte en breton] |
||
| + | Me gomz d'ac'h war dro eun tri-ugent vla bénag. Custum |
||
| + | a oa, d'an abardé, goudé koan, achu ar pédenno, da vanel |
||
| + | en corn an tan d'ober eur c'hornédéd butun. An noz-sé, kistion |
||
| + | d'éhan da voura hé gorn, é c'hêz en humor o welet na |
||
| + | chommè ganthan nemert eun tam poultr butun en fons hé ialc'h. |
||
| + | |||
| + | He wroég a laras d'éhan, war hé c'hein dija 'n hé gwélé |
||
| + | cloz. |
||
| + | |||
| + | — Offr da humor fall d'an ôtrô Doué, Jozon. Welloc'h a zé |
||
| + | a gafi da gornédad arc'hoas. |
||
| + | |||
| + | — N'ê ket d'an oad a c'hon, marfad, a vé chanchet a c'hiz, |
||
| + | émê ar merer. |
||
| + | |||
| + | — 'Wit tud an ti a zo êt tout da gousket. |
||
| + | |||
| + | — N'euz forz ! Me iel ma unan d'ar bourg da gerc'het |
||
| + | butun. |
||
| + | |||
| + | Hag ober a rês evel ma lérê. |
||
| + | |||
| + | Arôk ariout en bourg Perwénan na néfa da drémen Barr |
||
| + | an Heol, eun toul fall, evel ma ouzoc'h. A viskoaz, herve ma |
||
| + | lerer, a zo éno, er c'hroaz-hent, eur wroac'h o iédal an |
||
| + | dud diwêd. Calz a gonter a zo bet groet vil d'hê ganthi. |
||
Version actuelle datée du 16 novembre 2018 à 13:54
1 Kornédad butun Jozon Briand
Jozon Briand oa d'ar c'houls-sé o chom en Gwervarker. Me gomz d'ac'h war dro eun tri-ugent vla bénag. Custum a oa, d'an abardé, goudé koan, achu ar pédenno, da vanel en corn an tan d'ober eur c'hornédéd butun. An noz-sé, kistion d'éhan da voura hé gorn, é c'hêz en humor o welet na chommè ganthan nemert eun tam poultr butun en fons hé ialc'h.
He wroég a laras d'éhan, war hé c'hein dija 'n hé gwélé cloz.
— Offr da humor fall d'an ôtrô Doué, Jozon. Welloc'h a zé a gafi da gornédad arc'hoas.
— N'ê ket d'an oad a c'hon, marfad, a vé chanchet a c'hiz, émê ar merer.
— 'Wit tud an ti a zo êt tout da gousket.
— N'euz forz ! Me iel ma unan d'ar bourg da gerc'het butun.
Hag ober a rês evel ma lérê.
Arôk ariout en bourg Perwénan na néfa da drémen Barr an Heol, eun toul fall, evel ma ouzoc'h. A viskoaz, herve ma lerer, a zo éno, er c'hroaz-hent, eur wroac'h o iédal an dud diwêd. Calz a gonter a zo bet groet vil d'hê ganthi.